.303 British | |
---|---|
Ur gartouchenn .303 British | |
Doare | |
Kalibr | .303 / 7,7 mm |
Doare korf an douilhez | bourled |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Bro orin | Rouantelezh-Unanet |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 7,92 mm |
Ø trogleuziñ | 7,70 mm |
Ø kolier | 8,64 mm |
Ø skoaz | 10,19 mm |
Ø korf an douilhez | 11,68 mm |
Ø strad | 13,72 mm |
Tevder ar strad | 1,63 mm |
Hirder an douilhez | 56,44 mm |
Hirder ar gartouchenn | 77,2 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 10 - 12 g |
Kargad poultr | 3,61 g |
Tizh o vont e-maez V0 | 761 - 844 m/s |
Energiezh ar vannadell | 3 265 - 3 574 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
An .303 British zo ur munision eus Breizh-Veur krouet e fin an XIXvet kantved evit an arme. Abaoe ar bloavezhioù 1960 e vez implijet evel munision sportoù tennañ nemetken.
Pa oa bet ijinet e 1888 e oa karget douilhez ar munision gant poultr du. Adalek 1892 e voe erlec'hiet gant kordit, un danvez ha ne brodu ket kement a voged. Ar c'hordit a zo aes da anavezout er munisionoù, stumm ar spaghetti zo gantañ.
Treuzkiz ar vannadell zo e gwirionez 0,311 meutad, ha n'eo ket 0,303 meutad : an anv .303 a zeu deus ledander diabarzh ar c'hanol pa vez muzuliet e nec'h e rizennoù. Dibabet e oa bet ar c'halibr-mañ peogwir e oa an hini bihanañ gouest da ehaniñ prim ul loen-kezeg o kargañ.